Terak a gemeras Abram e vab, Lot mab Haran e vab bihan ha Sarai e verc'h-kaer gwreg Abram e vab, hag ez ejont asambles er-maez eus Ur ar Galdeiz evit mont da vro Ganaan. Dont a rejont betek Charan hag e chomjont eno.
Nehemia 9:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Te eo an AOTROU Doue, dibabet ec'h eus Abram, hag e lakaet da vont kuit eus Ur ar Galdeiz, ha roet dezhañ anv Abraham. |
Terak a gemeras Abram e vab, Lot mab Haran e vab bihan ha Sarai e verc'h-kaer gwreg Abram e vab, hag ez ejont asambles er-maez eus Ur ar Galdeiz evit mont da vro Ganaan. Dont a rejont betek Charan hag e chomjont eno.
Lavarout a reas: Me eo an AOTROU, an hini en deus da lakaet da vont kuit eus Ur ar Galdeiz, evit reiñ dit ar vro-mañ ha ma vo dit.
Ne vi ken galvet Abram, met da anv a vo Abraham, rak da lakaat a ran tad da un engroez a vroadoù.
E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.
Sellit ouzh Abraham ho tad, hag ouzh Sara he deus ho kanet. E c'halvet em eus e-unan-penn, benniget ha kresket em eus anezhañ.
ha nemet ouzh da dadoù eo, en em stagas an AOTROU evit o c'harout. War o lerc'h, a-douez an holl bobloù, dibabet en deus ac'hanoc'h, o lignez, evel m'emañ hiziv.