D'an deiz kentañ eus ar seizhvet miz, Ezdra an aberzhour a zegasas al lezenn dirak ar vodadeg, gwazed ha maouezed, hag an holl re a oa gouest d'he c'hlevout.
Nehemia 8:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e voe lennet levr al lezenn bemdez, adalek an deiz kentañ betek an deiz diwezhañ. Lidet e voe ar gouel e-pad seizh devezh, hag e voe ur vodadenn veur d'an eizhvet deiz, hervez ar gourc'hemenn. |
D'an deiz kentañ eus ar seizhvet miz, Ezdra an aberzhour a zegasas al lezenn dirak ar vodadeg, gwazed ha maouezed, hag an holl re a oa gouest d'he c'hlevout.
Hag e lennas al levr war al leurenn a zo dirak dor an Doureier, adalek gouloù-deiz betek kreisteiz, dirak gwazed ha maouezed, hag an holl re a oa gouest d'e glevout. Divskouarn ar bobl a oa aketus ouzh lennadenn levr al lezenn.
E-pad seizh devezh e kinnigot d’an AOTROU ur prof graet dre an tan. D’an eizhvet deiz e vo ur c’hengalv santel hag e kinnigot d’an AOTROU ur prof graet dre an tan; ur vodadeg veur e vo, ne reot labour-mevel ebet.
Ober a reot ar gouel-se d’an AOTROU e-pad seizh devezh bep bloaz. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù. Henn ober a reot er seizhvet miz.
An deiz diwezhañ eus ar gouel bras, Jezuz a savas hag a grias: Mar en deus unan bennak sec’hed, ra zeuio da’m c’havout ha ra evo.