Holl re Israel a voe enrollet el lignezouriezh, ha setu ez int marilhet e Levr Rouaned Israel. Ha Juda a voe harluet da Vabilon en abeg d'o difealded.
Nehemia 7:64 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar re-se a glaskas o marilhadurioù-lignez, met ne voent ket kavet, ha neuze e voent taolet kuit eus ar velegiezh evel dic'hlan. |
Holl re Israel a voe enrollet el lignezouriezh, ha setu ez int marilhet e Levr Rouaned Israel. Ha Juda a voe harluet da Vabilon en abeg d'o difealded.
O va Doue! Az pez soñj anezho, rak saotret o deus ar velegiezh, emglev an aberzhourien hag al Levited.
Neuze va Doue a lakaas em c'halon dastum ar re vras, ar renerien hag ar bobl, evit ober an niveradeg anezho. Hag e kavis levr an niveradeg hervez o lignez eus ar re a oa pignet ar wech kentañ. Hag e kavis skrivet kement-mañ:
aberzhourien, mibien Habaja, mibien Koz, mibien Barzilhai, en doa kemeret da wreg unan eus merc'hed Barzilhai ar Galaadad hag a voe anvet diwar o anv.
Ar gouarnour a lavaras dezho na zebrfent ket traoù santel-meurbet ken n'en em zalc'hfe an aberzhour dirak an Urim hag an Thummim.
mar d-eo un aberzhour olevet an hini en deus pec’het, o lakaat dre eno ar bobl kablus, ra ginnigo d’an AOTROU evit ar pec’hed en devo graet ur c’hole disi evel aberzh-dic’haouiñ.