Daskorit dezho hiziv, me ho ped, o farkeier, o gwini, o gwez-olivez hag o ziez, hag ivez ar c'hantvet eus an arc'hant, eus an ed, eus ar gwin hag eus an eoul a c'houlennit diganto evel kampi.
Nehemia 5:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e oa darn all hag a lavare: Gouestlet hon eus hor parkeier, hor gwini hag hon tiez, evit kaout ed e-pad an naonegezh. |
Daskorit dezho hiziv, me ho ped, o farkeier, o gwini, o gwez-olivez hag o ziez, hag ivez ar c'hantvet eus an arc'hant, eus an ed, eus ar gwin hag eus an eoul a c'houlennit diganto evel kampi.
Bez' e oa darn hag a lavare: Ni, hor mibien hag hor merc'hed a zo niverus, ra vo roet deomp ed evit debriñ ha bevañ.
Hag e oa ivez darn all hag a lavare: Amprestet hon eus arc'hant evit tailhoù ar roue, war hor parkeier ha war hor gwini.
Pa vo unan eus da vreudeur paour ez kreiz, e-barzh da zorojoù, er vro a ro dit an AOTROU da Zoue, ne galetai ket da galon ha ne serri ket da zorn e-keñver da vreur paour,