Rak piv on ha petra eo va fobl evit kaout ar galloud da brofañ a-youl-vat evel-se? Rak pep tra a zeu ac'hanout, hag eus da zorn e teu ar pezh a ginnigomp dit.
Nehemia 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Adsevel a rejomp eta ar voger, hag ar voger en he fezh a voe serret betek hanter hec'h uhelder. Ar bobl a laboure a-galon. |
Rak piv on ha petra eo va fobl evit kaout ar galloud da brofañ a-youl-vat evel-se? Rak pep tra a zeu ac'hanout, hag eus da zorn e teu ar pezh a ginnigomp dit.
Ha c'hoazh, em c'harantez evit ti va Doue, e roan evit ti va Doue, ouzhpenn an holl draoù am eus kempennet evit ti ar santual, aour hag arc'hant eus va zeñzor din va-unan:
Hag Ezekiaz hag an holl bobl a laouenaas eus m'en doa broudet Doue ar bobl evel-se, rak an dra a voe graet buan.
Na c'holo ket o direizhder, ha ra ne vo ket o fec'hed lamet dirazout, rak dismegañset o deus ar vañsonerien.
Pa glevas Samballad, Tobija, an Arabed, an Ammoniz hag an Asdodiz, e save mogerioù Jeruzalem, hag e oa an toulloù-freuz war o c'hlozadur, e voe droug enno-meurbet.
Ar voger a voe echuet d'ar pempvet deiz warn-ugent a viz Elul, e daou devezh hag hanter-kant.
Da bobl a vo ur bobl a volontez vat, en deiz ma'z aio da arme er-maez, gant gwiskamantoù santel. Da soudarded yaouank a vo dirazout evel ur c'hlizhenn o tont e-kreiz gouloù-deiz.
An AOTROU a zihunas spered Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha spered Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, ha spered an nemorant eus ar bobl, hag e teujont hag en em lakajont da labourat war di AOTROU an armeoù o Doue,
a rento ac’hanoc’h peurc’hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc’h ober e-unan ennoc’h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.