Nehemia 3:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned War e lerc'h, Meremod mab Uri a zresas ul lodenn all, adalek dor ti Eliashib betek penn ti Eliashib. |
mibien an aberzhourien, mibien Habaja, mibien Koz, mibien Barzilhai, en doa kemeret da wreg unan eus merc'hed Barzilhai ar Galaadad hag a voe anvet diwar o anv.
d'ar pevare deiz e pouezjomp an arc'hant, an aour hag al listri e ti hon Doue e dorn Meremod mab Uri an aberzhour. Gantañ e oa ivez Eleazar mab Fineaz, hag al Levited Jozabad mab Jezua ha Noadia mab Binnui.
Eliashib an aberzhour-meur a savas gant e vreudeur an aberzhourien, hag ec'h adsavjont dor an Deñved, hag e santelajont anezhi. Lakaat a rejont he stalafioù, hag e santelajont anezhi betek tour Mea ha betek tour Hananeel.
War e lerc'h, Baruk mab Zabbai a zresas ul lodenn all o labourat c'hwek, adalek ar c'horn betek dor ti Eliashib an aberzhour-meur.
En o c'hichen e tresas Meremod mab Uri, mab Koz, en o c'hichen e tresas Meshullam mab Berekia, mab Meshezabeel, en o c'hichen e tresas Zadok mab Baana,
aberzhourien, mibien Habaja, mibien Koz, mibien Barzilhai, en doa kemeret da wreg unan eus merc'hed Barzilhai ar Galaadad hag a voe anvet diwar o anv.