An holl vro a ouele gant kriadennoù bras, hag an holl bobl a dremene. Ar roue a dreuzas froud Kedron, hag an holl bobl a dremenas war-zu hent ar gouelec'h.
Nehemia 2:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e pignis d'an noz dre ar froud en ur sellout ouzh ar voger, ha goude, o tistreiñ, e teuis en-dro dre zor an Draonienn. |
An holl vro a ouele gant kriadennoù bras, hag an holl bobl a dremene. Ar roue a dreuzas froud Kedron, hag an holl bobl a dremenas war-zu hent ar gouelec'h.
Ozia a savas tourioù e Jeruzalem, war zor ar C'horn, war zor an Draonienn, ha war ar c'hogn, hag e kreñvaas anezho.
Hag ar renerien ne ouient ket pelec'h e oan aet na petra a raen. Ne'm boa lavaret netra betek neuze, na d'ar Yuzevien, na d'an aberzhourien, na d'ar re vras, na d'ar renerien, na d'an nemorant a rae al labourioù.
Hanun hag annezidi Zanoak a zresas dor an Draonienn; hec'h adsevel a rejont, hag e lakajont he stalafioù, he morailhoù hag he frennoù. Hag e rejont mil ilinad a voger betek dor an Teil.
Goude m’en doe lavaret an traoù-mañ, Jezuz a yeas kuit gant e ziskibien en tu all d’ar froud Kedron, e-lec’h ma oa ul liorzh hag a antreas enni, eñ hag e ziskibien.