Hag a-douez al Levited, Akija a oa lakaet war deñzorioù ti Doue ha war deñzorioù a traoù santel.
Nehemia 11:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha Shabtai ha Jozabad, karget eus labourioù diavaez ti Doue, hag a oa a-douez pennoù al Levited; |
Hag a-douez al Levited, Akija a oa lakaet war deñzorioù ti Doue ha war deñzorioù a traoù santel.
A-douez ar Jizehariz, Kenania hag e vreudeur a oa karget eus al labour a-ziavaez en Israel, evel skribed ha barnerien.
Jonatan mab Asael ha Jakzia mab Tikva nemetken a enebas ouzh kement-se. Meshullam ha Shabtai al Levit a harpas anezho.
d'ar pevare deiz e pouezjomp an arc'hant, an aour hag al listri e ti hon Doue e dorn Meremod mab Uri an aberzhour. Gantañ e oa ivez Eleazar mab Fineaz, hag al Levited Jozabad mab Jezua ha Noadia mab Binnui.
Matania mab Mika, mab Zabdi, mab Azaf, a oa mestr evit lañsañ ar meuleudioù er bedenn; ha Bakbukia, an eil a-douez e vreudeur; hag Abda mab Shammua, mab Galal, mab Jedutun;
Jezua, Bani, Sherebia, Jamin, Akkub, Shabtai, Hodija, Maaseja, Kelita, Azaria, Jozabad, Hanan, Pelaja, hag al Levited all, a zisplege d'ar bobl al lezenn, hag ar bobl en em zalc'he en o lec'h.