Nehemia 10:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
evit ar baraoù a ginnig, evit an donezon beurbadus, evit loskaberzh peurbadus an deizioù sabad hag al loarioù nevez hag ar gouelioù, evit an traoù santel, evit an aberzhoù-dic'haouiñ e-keñver Israel, hag evit holl oberoù e ti hon Doue.
Setu, emaon o vont da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evit e ouestlañ dezhañ, evit ma vo lakaet da vogediñ dirazañ an ezañs a c'hwezh-vat, evit ma vo kinniget dalc'hmat dezhañ ar baraoù a ginnig, evit al loskaberzhoù d'ar mintin ha d'an abardaez, d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez ha da ouelioù an AOTROU hon Doue, ar pezh a vo graet da viken gant Israel.
Degemer a ri digant mibien Israel arc'hant an dic'haou hag e lakai anezhañ e servij teltenn an engalv. Hag e vo evit mibien Israel un eñvor dirak an AOTROU , evit ober an dic'haou evit hoc'h eneoù.