Ar re vihan n'int nemet netra, ar re vras n'int nemet gaou. Lakaet er valañs, e vefent holl asambles skañvoc'h eget an netra zoken.
Nahum 3:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwalleur d'ar gêr wadsec'hedik, leun a c'hevier hag a breizhoù, ar skrapadeg n'eo ket en em dennet diouti! |
Ar re vihan n'int nemet netra, ar re vras n'int nemet gaou. Lakaet er valañs, e vefent holl asambles skañvoc'h eget an netra zoken.
Gant an abardaez e teu ur spouron trumm; a-raok ar mintin, n'emaint ken. Evel-se eo lodenn ar re a ziwisk ac'hanomp, ha tonkad ar re a breizh ac'hanomp.
Piv en deus roet Jakob da vezañ diwisket, hag Israel d'ar breizhadeg? Ha n'eo an AOTROU, hon eus pec'het a-enep dezhañ? Rak n'eo ket bet fellet deomp heuliañ e hentoù, na sentiñ ouzh e lezenn.
N'eus nemet sakreoù, gevier, muntroù, laeroñsioù hag avoultriezh. Freuzañ a reont dreist pep muzul, ul lazh a stok ouzh ul lazh all.
Al leon a ziframme evit e re vihan, tagañ a rae evit e leonezed, leuniañ a rae a breizhoù e doulloù, hag a gorfoù drailhet e gavarnioù.
Setu em eus droug ouzhit, eme AOTROU an armeoù, lakaat a rin an tan ez kirri, hag ez aint e moged, ar c'hleze a lonko da leoned yaouank, tennañ a rin eus ar vro da breizh, ha ne vo ken klevet mouezh da gannaded.