Amasa ne daole ket evezh ouzh ar c'hleze a oa e dorn Joab. Hemañ a roas un taol gantañ en e gof, hag e skuilhas e vouzelloù d'an douar, hep skeiñ warnañ un eil gwech. Hag e varvas. Ha Joab hag Abishai e vreur a redas war-lerc'h Sheba mab Bikri.
Nahum 1:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Petra a c'hellfec'h ijinañ a-enep an AOTROU? Eñ eo an hini a gas da get; an estrenvan ne savo ket div wech. |
Amasa ne daole ket evezh ouzh ar c'hleze a oa e dorn Joab. Hemañ a roas un taol gantañ en e gof, hag e skuilhas e vouzelloù d'an douar, hep skeiñ warnañ un eil gwech. Hag e varvas. Ha Joab hag Abishai e vreur a redas war-lerc'h Sheba mab Bikri.
Ha bremañ, na rit ket goap, gant aon na vefe adstardet hoc'h ereoù, rak klevet em eus penaos eo merket an distruj gant an Aotrou, AOTROU an armeoù, a-enep an holl vro.
hag e lavari: Evel-se e vo beuzet Babilon, ha n'adsavo ket eus an droug ez an da lakaat da zont warni. Bec'hiet e vint! Betek amañ emañ komzoù Jeremiaz.
Neuze e lavaris: A! Aotrou AOTROU! Lavarout a reont ac'hanon: An den-mañ ne ra nemet komz dre barabolennoù!
Ac'hanout-te eo deuet an hini a soñje an droug a-enep an AOTROU, hag en deveze mennadoù fall.
evit distrujañ an arguzennoù ha pep uhelder en em sav a-enep anaoudegezh Doue, hag evit degas pep soñj dalc’het da sentidigezh ouzh Krist,
Neuze Abishai a lavaras da Zavid: Doue en deus hiziv lakaet da enebour etre da zaouarn. Bremañ eta, mar plij, va lez da skeiñ warnañ gant e c'hoaf, betek an douar en un taol hepken, ha ne zistroin ket.
En deiz-se e rin a-enep Eli kement am eus lavaret diwar-benn e di, en ur zeraouiñ hag en ur echuiñ.