Ha kollet eo ganto o skiant, an holl vicherourien a zireizhder-se? Plaouiañ a reont war va fobl evel ma tebrjent bara. N'aspedont ket an AOTROU,
Mika 3:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Debriñ a reont kig va fobl, hag e tennont o c'hroc'hen diwarno, hag e vruzunont o eskern, hag o lakaont a-dammoù evel evit ar pod-houarn, evel kig en ur gaoter. |
Ha kollet eo ganto o skiant, an holl vicherourien a zireizhder-se? Plaouiañ a reont war va fobl evel ma tebrjent bara. N'aspedont ket an AOTROU,
Pa'z eo deuet ar re zrouk, va enebourien, a-enep din, evit va lonkañ, o-unan o deus pleget hag int kouezhet.
bez' ez eus ur rumm a dud hag a zo evel klezeier e zent hag evel kontilli e javedoù, evit debriñ ar re c'hlac'haret eus ar vro hag ar beorien a-douez an dud.
An AOTROU a zeuio da varn henaourien e bobl hag o friñsed, rak c'hwi eo hag o deus lonket ar winienn! Diwisk ar paour a zo en ho tiez.
Pe dre wir e vac'hit va fobl hag e frikit dremm ar beorien? eme an Aotrou, AOTROU an armeoù.
Dastum enni an tammoù, an holl dammoù mat, morzhed ha skoaz, ha leugn anezhi a eskern eus an dibab.
Selaouit kement-mañ, c'hwi hag a zebr ar paour, hag a laka da semplañ ezhommeien ar vro,
Abaoe pell e vez graet ouzh va fobl evel ouzh un enebour. Sevel a rit ar vantell diwar dilhad ar re a dremen en surentez o tistreiñ eus ar brezel.
He renerien en he c'hreiz a zo leoned o yudal, he barnerien a zo bleizi an abardaez na lakaont netra a-du evit ar mintin.