Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mika 3:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Kasaat a rit ar mad hag e karit an droug, c'hwi hag a ziframm o c'hroc'hen diwarno, hag o c'hig diwar o eskern.

Ver Capítulo Copiar




Mika 3:2
32 Referencias Cruzadas  

Akab a lavaras da Elia: Ha va c'havet ec'h eus, va enebour? Hag e respontas: Da gavet em eus, dre ma'z out en em werzhet evit ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.


Jehu mab ar gwelour Hanani a yeas en arbenn d'ar roue Jozafad, hag e lavaras dezhañ: Hag eo ret sikour un den fall? Enebourien an AOTROU eo a garez? En abeg da-se an AOTROU a zo kounnaret a-enep dit.


an hini a sell gant fae an den disprizus, an hini a enor ar re a zouj an AOTROU, an hini na cheñch ket e le zoken pa vefe en e c'haou,


Holl int en em gollet, en em huduraet int holl asambles, n'eus den hag a rafe ar mad, n'eus ket unan.


An dud a zilez al lezenn a veul ar re zrouk, met an dud a vir al lezenn a stourm outo.


Pe dre wir e vac'hit va fobl hag e frikit dremm ar beorien? eme an Aotrou, AOTROU an armeoù.


Gwalleur d'ar re a c'halv an droug mat hag ar mad drouk, a laka an deñvalijenn e-lec'h ar sklêrijenn hag ar sklêrijenn e-lec'h an deñvalijenn, a laka ar c'hwerv e-lec'h an dous hag an dous e-lec'h ar c'hwerv!


Reiñ a rin da anavezout da reizhder ha da oberennoù, ha na vo ket ur gounid evidout.


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ho muntridi hoc'h eus astennet en he c'hreiz eo ar c'hig, hag hi eo ar gaoter. Met c'hwi, lakaet e viot da vont e-maez eus he c'hreiz.


He fennoù-bras en he c'hreiz a zo bet heñvel ouzh bleizi o tiframmañ o freizh, en ur skuilhañ gwad ha en ur goll eneoù evit gounidoù direizh.


Dastum enni an tammoù, an holl dammoù mat, morzhed ha skoaz, ha leugn anezhi a eskern eus an dibab.


C'hwi a zebr al lard, hag en em wiskit gant ar gloan, hag e lazhit ar pezh a zo druz, ha ne beurit ket an tropell!


Selaouit ar gomz-mañ, buoc'hed Basan, a zo war venez Samaria, a wask ar beorien, a wallgas an ezhommeien, a lavar d'o mestroù: Degasit hag evomp!


Kasait an droug ha karit ar mad, savit ar varnedigezh ouzh an nor, ha marteze en devo truez an AOTROU, Doue an armeoù, ouzh nemorant Jozef.


Abaoe pell e vez graet ouzh va fobl evel ouzh un enebour. Sevel a rit ar vantell diwar dilhad ar re a dremen en surentez o tistreiñ eus ar brezel.


An den mat a zo aet kuit eus an douar, ha n'eus den reizh ken e-touez an dud. Emañ an holl e ged evit skuilhañ ar gwad, pep hini a stegn pechoù d'e vreur gant e roued.


Diwar-benn an droug, daouarn o deus evit e ober. Ar priñs a c'houlenn manegoù, ar barner e c'hopr, an hini bras a ziskouez c'hoantegezh e ene, hag e reont evel-se a-unvan.


He renerien en he c'hreiz a zo leoned o yudal, he barnerien a zo bleizi an abardaez na lakaont netra a-du evit ar mintin.


Met tud e vro a gasae anezhañ hag a kasas ur c’hannadur war e lerc’h da lavarout: Ne fell ket deomp e renfe hemañ warnomp.


Neuze an holl a grias a-nevez: Na laosk ket hemañ, met Barabbaz. Hogen Barabbaz a oa ul laer.


Ar bed ne c’hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac’hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù.


ha, daoust ma’c’h anavezont urzh Doue a varn dellezek a varv ar re a ra ar seurt traoù-se, n’int ket hepken ouzh o ober, met ouzhpenn ec’h asantont d’ar re o gra.


Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.


hep karantez naturel, didruez, droukkomzerien, diroll, garv, enebourien d’an dud vat,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos