Ra ouezo ar roue bremañ, ma vez ar gêr-se adsavet hag he mogerioù adlakaet, ne baeint na truajoù na tailhoù na gwirioù tremen, hag e vo ur c'holl evit teñzor ar rouaned.
Mazhev 9:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa’z eas Jezuz ac’hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon. Eñ, o vezañ savet, en heulias. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag evel ma’z ea Jesus ac’hane, e velaz eun den hanvet Maze, azezet en bureo ar c’hargou, hag e lavaraz dezhan: Heul ac’hanoun. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Jesus e huélas un dén azéet é ty en tausseu hanhuet Maheu, hag ean e laras tehou: Héliéet‐mé. Ean e sàüas hag en hélias. |
Ra ouezo ar roue bremañ, ma vez ar gêr-se adsavet hag he mogerioù adlakaet, ne baeint na truajoù na tailhoù na gwirioù tremen, hag e vo ur c'holl evit teñzor ar rouaned.
Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
Lavarout a reas dezho: It ivez da’m gwinieg hag e roin deoc’h ar pezh a vo reizh. Hag ez ejont.
Evel ma oa Jezuz ouzh taol en ti, setu, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien.
Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec’h ma chome Pêr, Jakez, Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez.
diskuliañ e Vab ennon evit ma prezegfen anezhañ e-touez ar baganed, kerkent, ne selaouis nag ar c’hig nag ar gwad