Azezañ a rejont eta dirazañ, ar c'hentañ-ganet hervez e henañded hag an hini yaouankañ hervez e oad, hag an dud-se a selle an eil ouzh egile gant souezh.
Mazhev 8:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet hag a lavaras d’ar re en heulie: Me a lavar deoc’h e gwirionez, ne’m eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) e oe souezet, hag e lavaraz d’ar re a heulie anezhan: E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’em euz ket kavet eur feiz ker braz, memeus en Israel. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Jesus souéhet d’oh er hleuét é conze él‐cé, e laras: M’el lare d’oh, é guirioné ne mès quet cavet ur fé quer bras é Israël. |
Azezañ a rejont eta dirazañ, ar c'hentañ-ganet hervez e henañded hag an hini yaouankañ hervez e oad, hag an dud-se a selle an eil ouzh egile gant souezh.
Neuze Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c’hoantaez. Ha war an eur-se, he merc’h a voe yac’haet.
Evel-se e lavaran deoc’h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c’huzh-heol hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neñvoù gant Abraham, Izaak ha Jakob,
Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, met dindanon em eus soudarded. Hag e lavaran da unan: Kae! Hag ez a; d’egile: Deus! Hag e teu; ha da’m mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra.
Souezhet e voe eus o diskredoni. Hag ez eas dre ar bourc’hioù tro-war-dro, en ur gelenn.
Pa glevas Jezuz kement-se, e voe souezhet hag, o tistreiñ, e lavaras d’ar bobl en heulie: Me a lavar deoc’h penaos ne’m eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
Bez’ e oant holl souezhet hag en estlamm, o lavarout an eil d’egile: Setu, an dud-se a zo o komz, ha n’int ket holl eus Galilea?