Evel ma tremen an arnev, evel-se ez a kuit an hini drouk, met an den reizh en em harp war un diazez peurbadus.
Mazhev 7:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c’hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se, ha n’eo ket kouezhet abalamour ma oa diazezet war ar roc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag ar glao a gwezaz, an debordamant a zeuaz, hag an avelou a c’houezaz, hag en em daolaz var an ti‐ze; n’eo ket bet kwezet, abalamour ma oa fontet var ar roc’h. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag er glàu e gouéhas, en deur e zas, hag en ahueleu e huéhas, hag e n’hum daulas arh en ty‐zé; hag en ty ne gouéhas quet, diarben me oé hrleuiet arh roh. |
Evel ma tremen an arnev, evel-se ez a kuit an hini drouk, met an den reizh en em harp war un diazez peurbadus.
Azezet e vo, o teuziñ hag o c'hlanaat an arc'hant. Glanaat a raio mibien Levi, hag o furaio evel ma vez graet gant an aour hag an arc'hant, hag e kinnigint d'an AOTROU ur brofadenn hervez ar reizhder.
Ha me a lavar dit ivez penaos ez out Pêr, ha war ar roc’h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec’h ar marv ne drec’hint ket anezhi.
Piv bennak eta a glev ar gerioù-mañ a lavaran hag a sent outo, a lakain heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc’h.
Met piv bennak a glev ar gerioù-mañ a lavaran ha na sent ket outo, a vo heñvel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh.
Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c’hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se, ha kouezhet eo ha bras eo bet e ziskar.
o kreñvaat eneoù an diskibien, oc’h aliañ anezho da genderc’hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.
evit ma chomo Krist en ho kalonoù dre ar feiz, hag evel-se, gwriziennet ha diazezet er garantez,
gwriziennet ha diazezet ennañ, kreñvaet er feiz evel ma hoc’h eus bet desket, o fonnañ enni gant trugarezioù.
Eürus an den a c’houzañv an temptadur, rak goude bezañ bet amprouet, e resevo ar gurunenn a vuhez en deus an Aotrou prometet d’ar re a gar anezhañ.
c’hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ.
evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc’h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc’h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist.
Aet int er-maez eus hon touez, met ne oant ket eus hor re, rak ma vijent bet eus hor re, e vijent chomet ganeomp. Met aet int er-maez evit ma vije diskouezet ne oant ket holl eus hor re.