Mazhev 7:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e lavarin sklaer dezho: Biskoazh ne’m eus hoc’h anavezet, en em dennit diouzhin, c’hwi hag en em ro d’an direizhder. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e livirin dezhe sclear: Biskoas n’em euz hoc’h anavezet; it kuit diouzin, c’houi pere en em ro d’ar fallentez. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé e larein dehai: biscoah n’em ès hou hanâuet, quêrhet quit hui péré e hra fallanté. |
Va dremm a zo disc'hraet holl gant ar glac'har, disec'hañ a ra en abeg da'm holl enebourien.
Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.
Pa vo savet mestr an ti ha p’en devo prennet an nor, ha p’en em lakaot, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc’h: N’ouzon ket a-belec’h ez oc’h.
Eñ a responto: Me a lavar deoc’h, n’ouzon ket a-belec’h ez oc’h, en em dennit diouzhin, c’hwi holl micherourien a zireizhder.
Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.
Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.