Doue a sellas ouzh an douar ha setu, e oa saotret, rak pep kig en doa saotret e hent war an douar.
Mazhev 7:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned It e-barzh dre an nor strizh. Rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d’ar gollidigezh, ha kalz a dud a dremen dre eno. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Antreit dre an nor striz; rag ledan eo an nor ha frank an hent a gas d’ar gollidigez, ha kalz a dud a ia dre eno. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Quêrhet dré en ôr enk, rag ledan e en ôr, hag eon en hent e gasse d’er gollédigueah, ha bout e zou calz ag e ya dré ino: |
Doue a sellas ouzh an douar ha setu, e oa saotret, rak pep kig en doa saotret e hent war an douar.
An AOTROU a welas penaos drougiezh an den a oa bras war an douar ha penaos kement tra ijinet gant soñjoù e galon ne oa nemet fall e pep amzer.
Ma n'en dije ket AOTROU an armeoù lezet ganeomp un nemorant bihan, e vijemp deuet evel Sodom, heñvel ouzh Gomora.
Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezañ an hini dic'hlan. Bez' e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n'en em ziankint ket.
Ra zilezo an den drouk e hent, hag an den direizh e soñjoù, ha ra zistroio d'an AOTROU en devo truez outañ, d'hon Doue a bardon gant largentez.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.
Met strizh eo an nor hag enk eo an hent a gas d’ar vuhez, hag ez eus nebeut a dud hag a dremen drezo.
Evel-se, piv bennak ac’hanoc’h na zilez ket kement en deus, ne c’hell ket bezañ va diskibl.
Evel ma’z ae an dud-mañ kuit digantañ, Pêr a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ. Greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia. Ne ouie ket petra a lavare.
Me eo an nor. Mar deu e-barzh unan bennak drezon, e vo salvet. Dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.
Ho pet keuz eta ha distroit ouzh Doue, evit ma vo ho pec’hedoù lamet, evit ma teuio amzerioù a freskadurezh a-berzh an Aotrou,
Petra lavarout mar en deus Doue, o fellout dezhañ diskouez e gounnar ha reiñ da anavezout e c’halloud, gouzañvet gant ur basianted vras podoù a gounnar graet evit ar gollidigezh,
evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.
Dre-se: Deuit er-maez eus o zouez ha dispartiit diganto, a lavar an Aotrou, na stokit ket ouzh ar pezh a zo dic’hlan, hag e tegemerin ac’hanoc’h.
Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.
O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c’hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar.
An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.
Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n’eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d’ar marv.
Teurel a reas anezhañ en donder hag e serras o lakaat ur siell warnañ, evit na douellje ken ar broadoù betek ma vije tremenet ar mil bloavezh. Goude-se, e tle bezañ diereet evit un nebeud amzer.