Rak evel ma ez eus avel en huñvreoù niverus, ez eus ivez kalz e komzoù niverus. Met douj Doue.
Mazhev 6:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa bedit, n’en em servijit ket a adlavarioù aner evel ar baganed, rak e kredont ez eo dre galz a gomzoù e vint selaouet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, pa bedit, n’en em zervichit ket a adlavariou didalvez, evel ma ra ar baianed; rag int a gred eo dre galz a gomzou e vezint selaouet. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs pe bedet, ne gonzet quet calz, él me ra er bayaned, rag ind e chonge penaus e ma dré un nivéh a conzeu e véint cheleuct. |
Rak evel ma ez eus avel en huñvreoù niverus, ez eus ivez kalz e komzoù niverus. Met douj Doue.
Ma ne selaou ket anezho, lavar d’an Iliz, ha ma ne selaou ket kennebeut an Iliz, ra vo evidout evel ur pagan hag ur publikan.
O vont un tamm a-raokoc’h, en em daolas war e c’henoù d’an douar hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin mar gell-se bezañ! Koulskoude, n’eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
Mont a reas adarre un eil gwech hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma ne c’hell ket an hanaf-se mont e-biou din hep ma’c’h evin anezhañ, ra vo graet da volontez!
O vezañ o c’huitaet, ez eas adarre hag e pedas evit an trede gwech, o lavarout an hevelep komzoù.
Rak ar baganed eo ar re a glask an holl draoù-se. Ho Tad neñvel a oar hoc’h eus ezhomm eus an holl draoù-se.
Met adalek ma’c’h anavezjont e oa Yuzev, e krijont holl a-unvouezh e-pad div eurvezh pe dost: Bras eo Artemiz an Efeziz!