Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ar Prezeger 5:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Rak evel ma ez eus avel en huñvreoù niverus, ez eus ivez kalz e komzoù niverus. Met douj Doue.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 5:7
11 Referencias Cruzadas  

Ra ne vo ket avius da galon ouzh ar bec'herien, met en em ro dalc'hmat da zoujañs an AOTROU.


Selaouomp kentel an holl brezegenn-mañ: Douj Doue ha mir e c'hourc'hemennoù, rak setu aze holl zlead an den.


Anavezet em eus e pado da viken kement en deus graet Doue, n'eus netra da lakaat ouzhpenn ha netra da lemel. Ha Doue en gra evit bezañ doujet.


Gwelet em eus c'hoazh dindan an heol ez eus fallentez el lec'h gouestlet d'ar varn, hag ez eus fallentez el lec'h gouestlet d'ar reizhder.


Rak dont a ra an huñvreoù eus prederioù niverus, hag ar mouezh diskiant eus komzoù niverus.


Mat eo derc'hel soñj eus kement-mañ ha chom hep tennañ e zorn diouzh kement-se, rak an neb a zouj Doue a ya kuit eus pep tra.


Rak petra bennak ma ra ur pec'her kant gwech traoù fall, e kendalc'h da vevañ; koulskoude me a oar ivez e vo eurvad evit ar re a zouj Doue hag a gren dirak e zremm.


Met ne vo ket a eurvad evit an den fall, ha ne hiraio ket e zeizioù muioc'h eget ar skeudenn, dre ma ne zouj ket dremm Doue.


Gwelet em eus an holl draoù-se, ha lakaet em eus va c'halon da bep labour en em ra dindan an heol. Bez' ez eus un amzer ma ren an den war an den evit e walleur.


Me a lavar deoc’h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos