Hag e sellas, ha setu e oa e-kichen e benn ur wastell poazet gant glaou hag ur picher dour. Debriñ a reas hag evañ hag e c'hourvezas adarre.
Mazhev 6:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak ar baganed eo ar re a glask an holl draoù-se. Ho Tad neñvel a oar hoc’h eus ezhomm eus an holl draoù-se. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag ar baianed eo a glask an holl draou‐ze; hag ho Tad celestiel a oar hoc’h euz ezom euz an holl draou‐ze. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Rac er bayannèd e hum néhance ehué a zivout quement‐cé. Mæs eid oh‐hui, hou Tad péhani zou én Nean e hanaùe hou t’obérieu. |
Hag e sellas, ha setu e oa e-kichen e benn ur wastell poazet gant glaou hag ur picher dour. Debriñ a reas hag evañ hag e c'hourvezas adarre.
Evel m'en deus un tad truez ouzh e vibien, en deus an AOTROU truez ouzh ar re a zouj anezhañ,
Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud, diouzh tud ar bed-mañ; o lodenn a zo er vuhez-mañ, leuniañ a rez o c'hof gant da vadoù, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d'o bugale-vihan.
Ha te, hag e klaskfes evidout traoù bras? Na glask ket anezho, rak setu ez an da lakaat ar gwalleur da zont war bep kig, eme an AOTROU. Met da vuhez a roin dit evel preizh, en holl lec'hioù ma'z i.
Na vezit ket eta heñvel outo, rak ho Tad a oar petra hoc’h eus ezhomm a-raok ma c’houlennit digantañ.
Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklêrian en Aotrou: N’en em gunduit ket evel en em ren ar baganed all, a heuilh fouge o soñjoù.
Va Doue a bourvezo d’hoc’h holl ezhommoù hervez e binvidigezh ha gant gloar e Jezuz-Krist.