Mazhev 6:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met pa rez aluzen, gra na ouezo ket da zorn kleiz ar pezh a ra da zorn dehou, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes pa rez aluzen, gra ma na ouezo ket da zorn kleiz ar pez a ra da zorn deo; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs pe rehét alæzon, groeit ne houyiou quet hou zourn gleye er péh e hra hou zourn déheu. |
Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac’hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit resev gloar digant an dud. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.
evit ma vo da aluzen graet e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen, met kae, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
Hag o daoulagad a voe digoret. Jezuz a reas dezho an difenn start-mañ: Diwallit na ouefe den an dra-se.
o lavarout dezhañ: Diwall da lavarout netra da zen, met kae d’en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig evit da c’hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
rak den ne ra netra e-kuzh pa glask bezañ anavezet. Mar rez an traoù-se, en em ziskouez da-unan d’ar bed.