Mazhev 27:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar gouarnour, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Pehini an daou a fell deoc’h e laoskfen deoc’h? Int a lavaras: Barabbaz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar gouarner, o komz adare, a lavaraz dezhe: Pe hini anezhe ho daou a fell deoc’h a laoskfen deoc’h? Hag e respontjont: Barabbas. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Er goarnour e laras enta dehai: Péhani ag en deu‐zé e vennet‐hui ma vou lausquet d’oh? Barrabas, e m’ind‐i. |
Evel ma oant dastumet, Pilat a lavaras dezho: Pehini a fell deoc’h e laoskfen deoc’h, Barabbaz, pe Jezuz a c’halver Krist?
Met ar veleien vras hag an henaourien a alias ar bobl da c’houlenn Barabbaz ha da lakaat Jezuz d’ar marv.
Pilat a lavaras dezho: Petra a rin eta eus Jezuz a c’halver Krist? Holl a lavarjont dezhañ: Ra vo staget ouzh ar groaz!
Met ar winierien, o vezañ e welet, a soñjas enno o-unan o lavarout: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ evit ma vo an hêrezh deomp.