Mazhev 27:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak anavezout a rae e oa dre avi o doa e lakaet etre e zaouarn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag gouzoud a rea dre jalouzi e oa ho doa livret anezhan. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Rac ean e houyé e oé dré caz en ou doé el laqueit étré e zeourn. |
Ar gounnar a zo kriz hag ar fulor evel ul liñvadenn, met piv a c'hello derc'hel dirak ar warizi?
Gwelet em eus ivez pep labour ha pep ijin el labour, n'int nemet gwarizi eus an eil e-keñver egile. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.
AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.
Evel ma oant dastumet, Pilat a lavaras dezho: Pehini a fell deoc’h e laoskfen deoc’h, Barabbaz, pe Jezuz a c’halver Krist?
E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te, rak gwall boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ.
Ar Yuzevien, o welout ar vandenn dud-se, a voe leuniet a warizi hag a enebas ouzh komzoù Paol, o tislavarout hag o tismegañsiñ anezhañ.
Ar beleg-meur hag ar re holl a oa gantañ, da lavarout eo sektenn ar sadukeiz, en em savas hag a voe leuniet a warizi.
Ha soñjal a rit e lavar ar Skritur en aner penaos: ar Spered a chom ennomp en deus c’hoantoù a zoug d’ar warizi?