Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.
Mazhev 27:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar gouarnour en doa ar c’hiz, d’ar gouel-mañ, da leuskel d’ar bobl an hini eus ar brizonidi a c’houlennent. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, ar gouarner hen doa ar c’hustum, bep gwech ma teue gouel Pask, da leuskel d’ar bobl unan euz ar brizonierien, an hini a c’hoantaent kaoud. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs er gustum oé de ouil Vasq ma rezé er goarnour é zistac d’en hani ag er brisonerion e venné d’en dud. |
Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.
met Pêr a chomas er-maez e-tal an nor. An diskibl all, a oa anavezet gant ar beleg-meur, a yeas da gomz ouzh ar borzhierez hag a lakaas Pêr da vont e-barzh.
Neuze eta e roas anezhañ dezho evit bezañ staget ouzh ar groaz. Evel-se e kemerjont Jezuz hag e kasjont anezhañ ganto.
Daou vloavezh a dremenas evel-se hag e teuas Porkiuz Festuz war-lerc’h Feliks. O c’hoantaat ober plijadur d’ar Yuzevien, Feliks a lezas Paol er prizon.
Met, o c’hoantaat ober plijadur d’ar Yuzevien, Festuz a respontas da Baol: Hag e fell dit pignat da Jeruzalem ha bezañ barnet eno dirazon war an traoù-se?