17 Ret e oa dezhañ leuskel unan dezho e deiz ar gouel.
17 Hogen, bep gouel e tlie accordi dezhe liberte eur prizonnier.
Ar gouarnour en doa ar c’hiz, d’ar gouel-mañ, da leuskel d’ar bobl an hini eus ar brizonidi a c’houlennent.
D’ar gouel-se, e laoske dezho an hini eus ar brizonidi a c’houlenne ar bobl.
Neuze, e gastizañ a rin, hag e laoskin anezhañ.
Hag e krijont holl a-unan: Laka hemañ d’ar marv ha laosk deomp Barabbaz.
Met, bez’ hoc’h eus ur c’hiz en ho touez, ma laoskfen deoc’h unan bennak gant ar Pask. Ha fellout a ra deoc’h eta e laoskfen deoc’h roue ar Yuzevien?