Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 27:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Ha ne respontas ket ur ger dezhañ, en hevelep doare ma oa ar gouarnour souezhet meurbet.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Mes Jesus na respontaz ket eur ger dezhan; en hevelep doare ma oa souezet meurbed ar gouarner.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

14 Mæs Jesus ne sannas gricq; er péh e hras d’er goarnour bout souéhet bras.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 27:14
10 Referencias Cruzadas  

Bet on evel ur burzhud dirak daoulagad kalz, met te eo va bodenn greñv.


Setu-me amañ, me hag ar vugale a zo bet roet din gant an AOTROU; ni a zo sinoù ha diouganoù en Israel, a-berzh AOTROU an armeoù a zo o chom war Venez Sion.


Selaou eta, Jozue an aberzhour-meur, te ha da genseurted azezet dirazout, rak tud int da servijañ da skouerioù. Setu ez an da lakaat da zont va servijer an Diwan.


Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran sart en anv an Doue bev da lavarout deomp mar d-out ar C’hrist, Mab Doue.


Met pa voe tamallet gant ar veleien vras ha gant an henaourien, ne respontas netra.


Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ha ne glevez ket pegement a draoù a damallont dit?


Met Jezuz ne respontas netra ken, en hevelep doare ma oa Pilat souezhet.


Ober a reas eta meur a c’houlenn outañ, met ne respontas netra dezhañ.


Distreiñ a reas er pretordi hag e lavaras da Jezuz: A-belec’h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ.


Rak me a soñj din en deus Doue hon diskouezet, ni an ebestel, evel ar re ziwezhañ eus an dud, evel kondaonet d’ar marv, ouzh hol lakaat da wel d’ar bed, d’an aeled ha d’an dud.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos