Mazhev 27:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha ne respontas ket ur ger dezhañ, en hevelep doare ma oa ar gouarnour souezhet meurbet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Jesus na respontaz ket eur ger dezhan; en hevelep doare ma oa souezet meurbed ar gouarner. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs Jesus ne sannas gricq; er péh e hras d’er goarnour bout souéhet bras. |
Setu-me amañ, me hag ar vugale a zo bet roet din gant an AOTROU; ni a zo sinoù ha diouganoù en Israel, a-berzh AOTROU an armeoù a zo o chom war Venez Sion.
Selaou eta, Jozue an aberzhour-meur, te ha da genseurted azezet dirazout, rak tud int da servijañ da skouerioù. Setu ez an da lakaat da zont va servijer an Diwan.
Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran sart en anv an Doue bev da lavarout deomp mar d-out ar C’hrist, Mab Doue.
Distreiñ a reas er pretordi hag e lavaras da Jezuz: A-belec’h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ.
Rak me a soñj din en deus Doue hon diskouezet, ni an ebestel, evel ar re ziwezhañ eus an dud, evel kondaonet d’ar marv, ouzh hol lakaat da wel d’ar bed, d’an aeled ha d’an dud.