O mibien, an hanter anezho, a gomze yezh an Asdodiz ha ne ouient ket komz yezh ar Yuzevien; komz a raent yezh ur bobl pe yezh ur bobl all.
Mazhev 26:73 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ur pennad goude, ar re a oa eno a dostaas hag a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak da anavezout a reer diouzh da yezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eun neubeud amzer goude, ar re a oa eno a dostaaz hag a lavaraz da Ber: Adra zur te a zo ive euz an dud‐se; rag da anaoud a rer diouz da langach. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Un herradicg arlerh, er ré e oé ino hum dolpas tro‐ha‐tro de Bierre, hag e laras dehou: E guirioné, hui e oé ehué quet en dud‐zé, rac hou lavar en disco réhmad. |
O mibien, an hanter anezho, a gomze yezh an Asdodiz ha ne ouient ket komz yezh ar Yuzevien; komz a raent yezh ur bobl pe yezh ur bobl all.
Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ: N’anavezan ket an den-se. Raktal ar c’hilhog a ganas.
Met eñ en nac’has adarre.Ur pennad goude, ar re a oa eno a lavaras ivez da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak te a zo Galileat ha da yezh a zo heñvel ouzh o hini.
Bez’ e oant holl souezhet hag en estlamm, o lavarout an eil d’egile: Setu, an dud-se a zo o komz, ha n’int ket holl eus Galilea?
Neuze e oa lavaret dezhañ: Ac'hanta, lavar: Shibboled. Met ne oa ket evit e zistagañ reizh, hag e lavare: Sibboled. Neuze e oa kroget ennañ hag e oa lakaet d'ar marv e roudouzioù ar Jordan; er mare-se e kouezhas daou vil ha daou-ugent den eus Efraim.