Ne gemeri ket anv an AOTROU da Zoue en aner, rak an AOTROU ne zalc'ho ket evit didamall an hini en devo kemeret e anv en aner.
Mazhev 26:72 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a nac’has adarre gant ul ledoued: N’anavezan ket an den-se. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Per hen nac’haz adare gant le‐douet, en eur lavaret: Ne anavezan ket an den‐ze. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Pierre en nahas eid en eilvèd guéh, hag e douïas n’en hanàué quet. |
Ne gemeri ket anv an AOTROU da Zoue en aner, rak an AOTROU ne zalc'ho ket evit didamall an hini en devo kemeret e anv en aner.
Selaouit, ti Jakob, c'hwi hag a zo galvet dre anv Israel, hag a zo deuet eus mammenn Juda, c'hwi hag a dou dre anv an AOTROU, hag a veul Doue Israel, met n'eo ket hervez ar wirionez hag ar reizhder.
Na soñjit ket en ho kalonoù an droug an eil a-enep egile, na garit ket al leoù faos, rak an holl draoù-se a gasaan, eme an AOTROU.
Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.
Evel ma’z ae etrezek an nor, ur vatezh all a welas anezhañ hag a lavaras d’ar re a oa eno: Hemañ a oa ivez gant Jezuz a Nazared.
Ur pennad goude, ar re a oa eno a dostaas hag a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak da anavezout a reer diouzh da yezh.
Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ: N’anavezan ket an den-se. Raktal ar c’hilhog a ganas.
Hag e lavaras: Pêr, me en lavar dit, ar c’hilhog ne gano ket hiziv na’z po nac’het teir gwech anavezout ac’hanon.