An hini a laka e fiziañs en e galon e-unan a zo diboell, met an hini a gerzh er furnez a vo dieubet.
Mazhev 26:70 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met eñ a nac’has dirak an holl hag a lavaras: N’ouzon ket petra a lavarez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes hen nac’h a reaz dirag an holl, en eur lavaret: Na ouzon ket petra a leverez. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs ean en nahas dirac en ol, én ul laret: Ne houyan quet petra e laret. |
An hini a laka e fiziañs en e galon e-unan a zo diboell, met an hini a gerzh er furnez a vo dieubet.
Piv ac'h eus aon razañ, gant piv e spontez, evit bezañ lavaret gevier ha tremenet hep kaout soñj ac'hanon? Ha tevel a raen abaoe pell 'zo, n'eo ket gwir? Ha ne zoujes ken ac'hanon.
Ha setu, unan eus ar re a oa gant Jezuz a astennas e zorn, a dennas e gleze, a skoas ur servijer eus ar beleg-meur hag a droc’has e skouarn dezhañ.
Met kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vo peurc’hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien a zilezas anezhañ hag a dec’has kuit.
Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ aet e-barzh, ec’h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec’h echufe kement-se.
Koulskoude Pêr a oa azezet en diavaez er porzh. Ur vatezh a dostaas outañ hag a lavaras: Te ivez a oa gant Jezuz ar Galilead.
Evel ma’z ae etrezek an nor, ur vatezh all a welas anezhañ hag a lavaras d’ar re a oa eno: Hemañ a oa ivez gant Jezuz a Nazared.
Gwir eo, lamet int bet kuit abalamour d’o diskredoni, ha te a chom dre ar feiz. Arabat dit lorc’hiñ, met az pez aon,
Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.