Na'm lez ket da gouezhañ e c'hoant va enebourien, rak falstestoù a zo savet a-enep din, ha ne analont nemet taerder.
Mazhev 26:60 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hogen ne gavent ket, petra bennak ma teuas meur a fals-test, ne gavent ket. En diwezh, e teuas daou fals-test a lavaras: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes na gavent ket; ha petra‐benag ma teuaz kalz a destou faoz ne gavent hini e‐bed. Mes er fin e teuaz daou dest faoz, hag a lavaraz: Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs ne gavent hanni, deusto neoah me oé deit hilleih a testeu cazus. Mæs én dehuéhan‐tu e tas deu hag e laras: |
Na'm lez ket da gouezhañ e c'hoant va enebourien, rak falstestoù a zo savet a-enep din, ha ne analont nemet taerder.
Un test hepken ne vo ket a-walc'h evit un torfed bennak pe evit ur pec'hed bennak, petore mank bennak a vefe graet; war gomz daou dest pe dri dest e vo talvoudek an dra.
en ur ger yac’h, divlam, evit ma vo an enebourien mezhekaet o vezañ n’o devo droug ebet da lavarout ac’hanoc’h.
o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc’h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec’h torfedourien.