Mazhev 26:47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma komze c’hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag evel ma komze c’hoas, setu Judas, unan euz an daouzec, a zeuaz, hag assambles ganthan eur vanden vraz a dud gant klezeier ha bizier, deuet a‐berz prinsed ar veleien hag ar re Ancien euz ar bobl. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ne oé quet hoah laret é gonz a pe tas Judas, unan ag en euzéc, ha guet hou un nivéh a dud guet gleanniér ha bihiér, digasset a berh er Pen‐Vêlean hag aberh er Ré‐Guetan ag en Dud. |
An hini en droukroe en doa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo, krogit ennañ.
D’an ampoent-se Jezuz a lavaras d’ar vandenn-se: Deuet oc’h er-maez evel war-lerc’h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n’hoc’h eus ket va c’hemeret.
Tud breudeur, ret e oa ma vije peurc’hraet ar pezh en doa lavaret ar Spered-Santel er Skritur en a-raok dre c’henoù David, diwar-benn Judaz, hag a zo bet rener ar re o deus kemeret Jezuz.