Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 26:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

46 Savit ha deomp. Setu, an hini am droukro a dosta.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

46 Savit; deomp; setu, an hini a drahis ac’hanoun a dosta.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

46 Sàüet, damb, tost e en hani em gùerhou.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 26:46
11 Referencias Cruzadas  

Neuze e teuas da gavout e ziskibien hag e lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! Setu, an eur a zo tost ha Mab an den a zo droukroet etre daouarn ar bec’herien.


Evel ma komze c’hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl.


Savit ha deomp. Setu, an hini am droukro a dosta.


Met dleout a ran bezañ badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall ma vo peurc’hraet!


Eñ a lavaras dezho: C’hoantaet kalz em eus debriñ ar Pask-mañ ganeoc’h a-raok ma c’houzañvin,


Koulskoude setu, dorn an hini am droukro a zo ouzh an daol-mañ ganin.


C’hoarvezout a reas ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet, hag en em lakaas en hent, c’hoantek da vont da Jeruzalem.


Met evit ma’c’h anavezo ar bed e karan an Tad hag e ran ar pezh en deus an Tad gourc’hemennet din, savit, deomp ac’hann.


Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war o lerc’h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini en doa en em bleget war vruched Jezuz e-pad ar goan hag en doa lavaret: Aotrou, piv eo an hini a zroukro ac’hanout?


Met Paol a respontas: Petra a rit o ouelañ hag o c’hlac’hariñ va c’halon? Rak me a zo prest nann hepken da vezañ ereet, met ivez da vervel e Jeruzalem evit anv an Aotrou Jezuz.


Evel ma savas ar Filistin, ha ma teuas ha tostaas ouzh David, David a hastas hag a redas etrezek linenn an emgann a-ziarbenn d'ar Filistin.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos