Jezuz a respontas: N’ouzoc’h ket ar pezh a c’houlennit. Ha gallout e c’hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti? Int a lavaras dezhañ: Ni a c’hell.
Mazhev 26:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mont a reas adarre un eil gwech hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma ne c’hell ket an hanaf-se mont e-biou din hep ma’c’h evin anezhañ, ra vo graet da volontez! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mond a reaz adare eun eil gwech, hag e pedaz, en eur lavaret: Va Zad, ma na hell ar c’halir‐ze mond pell diouzin hep ma c’hevin anezhan, ra vezo great da volontez. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ean e bellas doh‐t‐hai a neuhé, hag e hras er beden‐men: Me Zad, mar d’é ret ma ivein er halice‐men, hou vennedigueah revou groeit. |
Jezuz a respontas: N’ouzoc’h ket ar pezh a c’houlennit. Ha gallout e c’hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti? Int a lavaras dezhañ: Ni a c’hell.
O vont un tamm a-raokoc’h, en em daolas war e c’henoù d’an douar hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin mar gell-se bezañ! Koulskoude, n’eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
Hag e lavare: Abba, Tad, an holl draoù a c’hellez, pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, n’eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
o lavarout: Tad, mar fell dit, pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, ra ne vo ket graet va bolontez, met da hini.
rak diskennet on eus an neñv nann evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c’haset.
Rak n’hon eus ket ur beleg-meur na c’hellfe ket kaout truez d’hon dinerzhded, er c’hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec’hiñ.