Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Pa vefes un abeg da gouezhañ evit an holl, evidon-me ne vi biken.
Mazhev 26:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos en noz-mañ, a-raok ma kano ar c’hilhog, te az po va dinac’het teir gwech. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhan: E gwirionez e lavaran d’id penaos, en noz‐man, araog ma cano ar c’hilloc, em nac’hi teir gwech. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Jesus e laras dehou: E guirioné, m’el lare d’oh: Hineah, quênt ma gannou er hog, hui em nahou dré dair guéh. |
Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Pa vefes un abeg da gouezhañ evit an holl, evidon-me ne vi biken.
Pêr en doe soñj eus ar ger en doa Jezuz lavaret: A-raok ma kano ar c’hilhog, te az po va dinac’het teir gwech. Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c’hwervder.
Ar c’hilhog a ganas un eil gwech. Pêr en doe soñj eus ar gomz en doa Jezuz lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c’hilhog div wech, te az po va dinac’het teir gwech. Hag oc’h en em sonjañ, e ouelas.
Hag e lavaras: Pêr, me en lavar dit, ar c’hilhog ne gano ket hiziv na’z po nac’het teir gwech anavezout ac’hanon.
An Aotrou, o vezañ distroet, a sellas ouzh Pêr. Ha Pêr en doe soñj eus komz an Aotrou ha penaos en doa lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c’hilhog, te az po va dinac’het teir gwech.
Jezuz a respontas dezhañ: Te a rofe da vuhez evidon? E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ne gano ket ar c’hilhog na’z po va dinac’het teir gwech.