Mazhev 26:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc’h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: Skeiñ a rin ar mesaer ha deñved an tropell a vo stlabezet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Jesus a lavaraz dezhe: En noz‐man e vezin caoz deoc’h holl da gweza; rag scrivet eo: Skei a rin ar pastor, hag ar vanden denved a vezo disperset. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé Jesus e laras dehai: Ol é gavehet en arben‐a‐lam hineah dré en arben a me ç’hanhue. Rac scrihuet‐é: Me scoei er bugul, hag en devèd e yei de bep tu. |
Te a anavez va dismegañs, va mezh, va c'hemmesk. Va holl enebourien a zo dirak da zaoulagad.
Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.
Galvet em eus va mignoned, met va zouellet o deus. Va aberzhourien ha va henaourien a zo marvet e kêr. Klask a raent boued evit adkavout o buhez.
Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.
Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ, met gwalleur d’an den ma’z eo droukroet gantañ! Gwelloc’h e vije d’an den-se na vije biken bet ganet.
Met kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vo peurc’hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien a zilezas anezhañ hag a dec’has kuit.
Setu, an eur a zeu, ha deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez ha penaos e lezot ac’hanon va-unan. Met me n’on ket va-unan, rak an Tad a zo ganin.