Jozef a c'hourc'hemennas d'e servijerien, ar vedisined, balzamañ e dad hag ar vedisined a valzamas Israel.
Mazhev 26:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak, pa he deus skuilhet ar c’hwezh-vat-se war va c’horf, he deus graet kement-se evit va beziadur. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha ma he deuzhi skulliet an eôl‐ze var va c’horf, he deuz hen great evit va sebelia. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag, rac ma telian bout laqueit en douar, hi en dès seuillet arh me horv er lezeu‐cé, aveid me lienein. |
Jozef a c'hourc'hemennas d'e servijerien, ar vedisined, balzamañ e dad hag ar vedisined a valzamas Israel.
hag e voe sebeliet er bez en doa kleuzet evitañ e kêr David. Gourvezet e voe war ur gwele leuniet a louzoù-frondus hag a c'hwezhioù-mat kempennet hervez arz ar frondour, hag e voe devet evitañ un niver bras-meurbet anezho.
Graet he deus ar pezh a oa en he galloud, porfumet he deus dre ziaraok va c’horf evit ar beziadur.
Goude ma voe ar sabad tremenet, Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ha Salome, a brenas louzoù-frondus evit dont d’e valzamañ.
O vezañ distroet, ec’h aozjont louzoù-frondus ha c’hwezhioù-mat, hag e tiskuizhjont d’an deiz sabad, hervez al lezenn.
Neuze Jezuz a lavaras: Lez anezhi, miret he deus ar c’hwezh-vat-se evit deiz va beziadur.