Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 26:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos el lec’hioù ma vo an Aviel-mañ prezeget dre ar bed holl, ar pezh he deus graet ar wreg-mañ a vo ivez lavaret en eñvor anezhi.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 E gwirionez hen lavaran deoc’h, en pe leac’h‐benag er bed holl ma vezo prezeget an Aviel‐man, e vezo lavaret ive en memor anezhi, ar pez he deuz great.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

13 E guirioné, m’el lare d’oh, ne vern é péh léh e vou perdêguet en aviel‐men, conzet e vou gued mêledigueh eid er voés‐cé ag er péh hi dès groeit.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 26:13
19 Referencias Cruzadas  

Ne vo biken brañsellet, eñvor an den reizh a vo peurbadus.


Laoskit a-gevret kriadennoù a levenez, o dismantroù Jeruzalem! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl ha dasprenet Jeruzalem.


An Aviel-mañ eus ar rouantelezh a vo prezeget er bed a-bezh evit reiñ testeni d’an holl vroadoù. Neuze e teuio ar fin.


It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,


Ret eo e vefe da gentañ prezeget an Aviel d’an holl vroadoù.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos el lec’hioù ma vo an Aviel-mañ prezeget dre ar bed holl, ar pezh he deus graet ar wreg-mañ a vo ivez lavaret en eñvor anezhi.


Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl ha prezegit an Aviel da bep krouadur.


Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.


O sellout pizh outañ ha gwall spouronet, e lavaras: Petra’ zo, Aotrou? Hag e lavaras dezhañ: Da bedennoù ha da aluzenoù a zo pignet evel un eñvoradur dirak Doue.


Met e lavaran: Ha n’o deus ket klevet? Er c’hontrol, o mouezh a zo aet dre an douar holl hag o c’homzoù betek pennoù pellañ ar bed.


dre c’halloud ar mirakloù hag ar burzhudoù, dre c’halloud Spered Doue, en hevelep doare ma em eus skuilhet dre holl Aviel Krist adalek Jeruzalem hag ar broioù nesañ betek Illiria.


Rak n’eo ket an hini en em veul e-unan a vez aprouet, met an hini a zo meulet gant an Aotrou.


gant ma chomot diazezet war ar feiz ha start en ho sav, hep dilezel esperañs an Aviel hoc’h eus klevet, a zo bet prezeget d’an holl grouadelezh a zo dindan an neñv, hag ez on bet graet me, Paol, ministr anezhañ.


a zo deuet en ho touez evel er bed holl, e-lec’h ma ro frouezh, evel ivez en ho touez abaoe an deiz ma hoc’h eus klevet hag hoc’h eus anavezet gras Doue er wirionez.


a zo en em roet e-unan evel daspren evit an holl. Setu an testeni roet en e amzer e-unan,


Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat hoc’h oberoù ha labour ho karantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c’hoazh ar sent.


Gwelout a ris un ael all a nije e-kreiz an neñv, o tougen an Aviel peurbadus evit e brezeg d’ar re a chom war an douar, da bep broad, da bep meuriad, da bep yezh ha da bep pobl.


Setu perak e lavar an AOTROU Doue Israel: Disklêriet em eus e kerzhje da di ha ti da dad dirazon da viken. Met bremañ e lavar an AOTROU: Pell diouzhin! Rak enoriñ a rin ar re a enor ac'hanon, met ar re am dispriz a vo disprizet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos