An den poellek a ziaraog an droug hag en em guzh, met ar re eeun a dremen e-biou hag a vez kastizet.
Mazhev 24:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned neuze ar re a vo e Judea, ra dec’hint war ar menezioù, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ra dec’hint er meneziou; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Er ré e vou nezé ér vrô a Jude, téhéent ar er manéieu; |
An den poellek a ziaraog an droug hag en em guzh, met ar re eeun a dremen e-biou hag a vez kastizet.
Ha kement-mañ a servijo da arouez deoc'h, eme an AOTROU, ma kastizin ac'hanoc'h el lec'h-mañ, evit ma ouiot e vo sevenet a-dra-sur va c'homzoù evit ho kwalleur.
Mibien Benjamin, tec'hit eus kreiz Jeruzalem, sonit ar shofar e Tekoa, savit un arouez-tan e Bet-Hakerem, rak an droug a zeu eus an hanternoz hag un distruj bras.
Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu, e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem,
Pa welot eta an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h santel, ra gompreno an neb a lenn,
Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.