Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 44:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Ha kement-mañ a servijo da arouez deoc'h, eme an AOTROU, ma kastizin ac'hanoc'h el lec'h-mañ, evit ma ouiot e vo sevenet a-dra-sur va c'homzoù evit ho kwalleur.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 44:29
14 Referencias Cruzadas  

Bez' ez eus soñjoù diniver e kalon an den, met kuzul an AOTROU a chomo digemm.


Koulskoude, eñ eo an hini a zo fur. Lakaat a ra ar poanioù da zont, ne dorr ket e gomzoù, sevel a raio a-enep ti ar re zrouk, hag a-enep sikour ar re a ra direizhder.


Ar geot a zisec'h hag ar bleuñv a gouezh, met komz an AOTROU a chom da virviken.


Goulenn ur sin digant an AOTROU da Zoue, en goulenni pe en donder pe en uhelder.


Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.


Setu-me amañ, me hag ar vugale a zo bet roet din gant an AOTROU; ni a zo sinoù ha diouganoù en Israel, a-berzh AOTROU an armeoù a zo o chom war Venez Sion.


Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat Faraon Hofra roue an Ejipt etre daouarn e enebourien, etre daouarn ar re a glask e vuhez, evel ma em eus lakaet Sedesia roue Juda etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, e enebour a glaske e vuhez.


Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.


Hag ar pezh a c'hoarvezo gant da zaou vab, Hofni ha Fineaz, a servijo da arouez dit: mervel a raint o-daou d'an hevelep deiz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos