Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 44:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Ar re o devo tec'het eus ar c'hleze a zistroio eus bro Ejipt da vro Juda en niver bihan-meurbet, hag holl nemorant Juda, an holl re a zo deuet da vro Ejipt evit chom enni, a anavezo peseurt komz a vo sevenet, va hini pe o hini.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 44:28
20 Referencias Cruzadas  

Met kuzul an AOTROU a bad da viken, ha menozioù e galon a oad da oad.


An nemorant eus gwez ar goadeg a vo aes da niveriñ, ur bugel o lakafe dre skrid.


Rak, o Israel, ha pa vefe da bobl evel traezh ar mor, un nemorant hepken a zistroio. Ar peurober a zo divizet, lakaat a raio ar reizhder da zic'hlannañ.


An holl dud o devo troet o dremm evit mont d'an Ejipt hag evit chom eno a varvo dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, ha den ne vano ha den ne dec'ho dirak an droug a lakain da zont warno.


Hag e kastizin ar re a zo o chom e bro Ejipt, evel ma em eus kastizet Jeruzalem, dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn,


ha den ne vano ha den ne dec'ho eus nemorant Juda deuet evit chom e bro Ejipt, hag evit distreiñ da vro Juda, e-lec'h e fell d'o ene distreiñ da chom. Ne zistroint ket, nemet un nebeud tec'hidi.


Ha kement-mañ a servijo da arouez deoc'h, eme an AOTROU, ma kastizin ac'hanoc'h el lec'h-mañ, evit ma ouiot e vo sevenet a-dra-sur va c'homzoù evit ho kwalleur.


C'hwi hag a zo tec'het eus ar c'hleze, it ha na baouezit ket! En douar pell, ho pet soñj eus an AOTROU, ha ra vo Jeruzalem dirak ho kalonoù.


Koulskoude e lezin un nemorant ac'hanoc'h, a dec'ho dirak ar c'hleze e-touez ar broadoù, pa viot stlabezet e meur a vro.


Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.


Moizez a lavaras: Perak e torrit gourc'hemenn an AOTROU? Kement-se ne zeuio ket da vad.


An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos