Setu perak an AOTROU ne gavo ket a blijadur en o zud yaouank, ha n'en devo ket a druez ouzh o emzivaded nag ouzh o intañvezed, rak n'int holl nemet tud fall ha drouk, pep genoù a lavar euzhusted. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.
Mazhev 23:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Renerien dall! Silañ a rit ar fubuenn hag e lonkit ar c’hañval. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Renerien dall, pere a zil eur fubuen, hag a lounk eur c’hanval! Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Charratigeon dall péré e zill ur huiben hag e lonq ur hanval. |
Setu perak an AOTROU ne gavo ket a blijadur en o zud yaouank, ha n'en devo ket a druez ouzh o emzivaded nag ouzh o intañvezed, rak n'int holl nemet tud fall ha drouk, pep genoù a lavar euzhusted. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.
Lezit anezho, tud dall int o ren tud dall. Mar ren un den dall un den dall all, e kouezhint o-daou er poull.
Me a lavar deoc’h c’hoazh, aesoc’h eo d’ur c’hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d’un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
Gwalleur deoc’h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, kement-se n’eo netra, met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc’hel e gomz.
Pe, penaos e c’hellez lavarout da’z preur: Va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, pa ec’h eus un treust en da hini?
Neuze e tegasjont Jezuz eus ti Kaifaz d’ar pretordi. Ar mintin e oa, n’ejont ket e-barzh ar pretordi gant aon d’en em saotrañ, evit ma c’helljent debriñ ar Pask.
Neuze an holl a grias a-nevez: Na laosk ket hemañ, met Barabbaz. Hogen Barabbaz a oa ul laer.
An douar a sikouras ar wreg, hag an douar a zigoras e c’henoù hag a lonkas ar stêr en doa an aerouant taolet eus e c’henoù.