Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.
Mazhev 22:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa glevas ar roue kement-se, e savas droug ennañ hag, o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se hag e tevas o c’hêr. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa glevaz ar roue kement‐se, e savaz drouk enhan, hag o veza kasset he zoudarded di, e tistrujaz ar vuntrerien‐ze, hag e tevaz ho c’hear. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 A pe gleuas quement‐cé er roué hum laquas én arfleu, hag e gassas é vrézélision péré e lahas er lahérion‐zé, hag e losquas hou hær. |
Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.
Hag an AOTROU a raio klevout e vouezh dirak e arme, rak e gamp a zo bras-kenañ; sevener e gomz a zo galloudus. A-dra-sur ez eo bras ha spontus devezh an AOTROU, ha piv a c'hello chom en e sav?
Me a roio deoc'h en-dro ar bloavezhioù a zo bet debret gant ar c'hilhog-raden, ar viskoulenn, ar preñvig, ar c'hwil-derv, va arme vras am boa kaset a-enep deoc'h.
e tastumin an holl vroadoù, hag e rin dezho diskenn da draonienn Jozafad, hag eno ez in e barnedigezh ganto diwar-benn va fobl ha va hêrezh Israel o deus stlabezet e-touez ar broadoù, ha diwar-benn va bro o deus lodennet.
Neuze e lavaras d’e vevelien: An eured a zo prest, met ar re a oa bet pedet dezhi ne oant ket dellezek anezhi.
E-keñver va enebourien, ar re n’eo ket fellet dezho e renjen warno, degasit int amañ ha lazhit int dirazon.
Neuze ar re a vo e Judea, ra dec’hint war ar menezioù, ar re a vo e-kreiz Jeruzalem, ra zeuint er-maez anezhi, ar re a vo er parkeier, ra chomint hep mont en-dro.
Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.
o virout ouzhimp da gomz d’ar baganed evit ma vint salvet, hag o leuniañ dre-se bepred muioc’h muzul o fec’hedoù. Met fulor Doue a zo deuet warno a-benn ar fin.