Rouaned an douar a zo en em savet, hag ar briñsed a zo en em zastumet a-gevret, a-enep an AOTROU hag a-enep e Olevad.
Mazhev 22:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ar farizianed a yeas d’en em guzuliañ war an doare d’e dapout en e gomzoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze ar Farizianed, o veza eat kuit, en em guzuliaz evit klask tapoud anezhan en he gomzou. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé er Pharisiénèd hum gonzas étré‐z‐hai eid cavoued en tu de dapoud Jesus en é gonzeu. |
Rouaned an douar a zo en em savet, hag ar briñsed a zo en em zastumet a-gevret, a-enep an AOTROU hag a-enep e Olevad.
Va enebourien a c'hoanta droug din o lavarout: Pegoulz e varvo? Pegoulz ez aio e anv da netra?
evel ar re a varn un den kablus evit ur gomz hepken, a stegn pechoù d'ar reizher ouzh an nor, a ro lamm d'an den reizh gant o zouelloù.
Hag e lavaront: Deuit, ijinomp a-enep Jeremiaz un irienn, rak al lezenn ne vo ket kollet e ti an aberzhour, nag ar c'huzul e ti ar fur, nag ar gomz e ti ar profed. Deuit, skoomp warnañ gant an teod, ha na reomp van ebet ouzh e holl lavaroù.
Rak klevet em eus kunujennoù a-berzh kalz a dud: Spouron a bep tu! Tamallit-eñ, hag e damall a raimp! An holl re a oa e peoc'h ganin a zo war spi evit gwelout hag e kouezhin: Marteze e vo paket ha neuze e trec'himp warnañ, hag en em veñjimp dioutañ!
Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc’has raktal kuzul a-enep dezhañ evit e lakaat da vervel.
Lavarout a ran kement-mañ evit ho mad, n’eo ket evit stegnañ ur pech deoc’h, met evit ho tougen d’ar pezh a zo dereat ha ma c’hellot servijañ an Aotrou hep harz ebet.
Eveshait eta ouzh an hini en deus gouzañvet a-berzh ar bec’herien un enebiezh ken bras outañ, evit na gouezhot ket en ur lezel hoc’h eneoù da zinerzhañ.