Mazhev 21:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag a glaskas kregiñ ennañ, met aon o doe rak ar bobl a gemere anezhañ evit ur profed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag e klaskent cregi enhan; mes aoun ho doa rag ar bobl, rag kemeret a reant Jesus evit eur profet. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hoant ou doé de croguein arh ne hou, mæs eun ou doé dirac en dud, rac ind e gueméré anehou aveid ur profæd. |
Gwalleur da Ariel, da Ariel, ar gêr ma kampas David enni! Lakait bloaz war vloaz, ra vo lazhet an aberzhoù.
Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed.
Goude bezañ klevet e barabolennoù, ar veleien vras hag ar farizianed a anavezas mat e komze anezho
Ar skribed hag ar veleien vras, o vezañ klevet kement-se, a glaskas an doare d’e lakaat d’ar marv. Rak aon o doa dirazañ, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelennadurezh.
Ar spont a grogas enno holl hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo savet en hon touez ha Doue en deus gweladennet e bobl.
Ar farizian en doa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennañ e-unan: Ma vije an den-mañ ur profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennañ, ha penaos eo a vuhez fall.
Klask a raent kregiñ ennañ, koulskoude den ne lakaas e zorn warnañ, rak ne oa ket c’hoazh deuet e eur.
Ar bed ne c’hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac’hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù.
Tud eus Israel, klevit ar gerioù-mañ! Jezuz a Nazared, an den-se aprouet gant Doue en ho touez dre an oberoù a c’halloud, ar burzhudoù hag ar sinoù en deus graet Doue drezañ e-kreiz ac’hanoc’h, evel ma ouzoc’h hoc’h-unan,