La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Mazhev 21:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Hag o vezañ kroget ennañ, e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg hag en lazhjont.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Hag o veza croget enhan, e taoljont anezhan er meaz euz ar winien hag hen lazjont.

Ver Capítulo

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

Ha goudé en dout croguet én er minour, ind e taulas anehou en tu arall d’er huiniêg, hag el lahas.

Ver Capítulo



Mazhev 21:39
16 Referencias Cruzadas  

Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ ha kemeromp e hêrezh.


Bremañ, pa zeuio mestr ar winieg, petra a raio d’ar winierien-se?


Jezuz a lavaras dezhañ: Mignon, evit petra out amañ? Neuze e tostajont, e lakajont o daouarn war Jezuz hag e krogjont ennañ.


Ar re o doa kemeret Jezuz, a gasas anezhañ da di Kaifaz, ar beleg-meur, e-lec’h ma oa en em zastumet ar skribed hag an henaourien.


Neuze ar vandenn soudarded, ar c’habiten ha serjanted ar Yuzevien a gemeras Jezuz, a ereas anezhañ


Annaz a gasas anezhañ ereet da Gaifaz ar beleg-meur.


an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv.


gouezit, c’hwi holl hag holl bobl Israel, penaos eo en anv Jezuz-Krist a Nazared, hoc’h eus staget ouzh ar groaz hag en deus Doue adsavet a-douez ar re varv, drezañ eo en em ziskouez an den-se yac’h dirazoc’h.


Doue hon tadoù en deus adsavet a varv Jezuz, hoc’h eus lazhet en ur stagañ anezhañ ouzh ar c’hoad.


Pehini eo ar profed n’o deus ket ho tadoù heskinet? Lazhet o deus ar re o doa diouganet donedigezh ar Reizh, an hini hoc’h eus droukroet bremañ hag hoc’h eus drouklazhet.


Kondaonet hoc’h eus, lakaet hoc’h eus d’ar marv an hini reizh, ha n’en deus ket harzet ouzhoc’h.