Moizez a gontas da Aaron holl gomzoù an AOTROU , ar re en doa e gaset drezo, hag an holl sinoù en doa gourc'hemennet dezhañ ober.
Mazhev 21:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a respontas: Ne d-in ket. Goude-se, e teuas keuz dezhañ hag ez eas. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes he‐man a respontaz: N’az in ket; mes goude‐ze e teuaz keuz dezhan, hag ez eaz. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs ean e laras: Ne hein quet. Mæs goudé e tas quæ dehou, hag e yas. |
Moizez a gontas da Aaron holl gomzoù an AOTROU , ar re en doa e gaset drezo, hag an holl sinoù en doa gourc'hemennet dezhañ ober.
Petra a soñjit? Un den en doa daou vab. O vont etrezek an hini kentañ, e lavaras dezhañ: Va mab, kae hiziv da labourat em gwinieg.
Dont a reas ivez etrezek egile hag e lavaras an hevelep tra. Hag hemañ a respontas: Mont a ran, aotrou. Met ne d-eas ket.
Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar gisti ho tiaraog e rouantelezh Doue.
met d’ar re a zo e Damask da gentañ, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d’ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiñ ouzh Doue, oc’h ober traoù dereat eus ar geuzidigezh.
Hag evel-se e oa hiniennoù ac’hanoc’h. Met gwalc’het oc’h bet, met santelaet oc’h bet, met reishaet oc’h bet en anv an Aotrou Jezuz hag e Spered hon Doue.