Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 21:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Petra a soñjit? Un den en doa daou vab. O vont etrezek an hini kentañ, e lavaras dezhañ: Va mab, kae hiziv da labourat em gwinieg.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

28 Mes petra a sonjit‐hu deuz an dra‐man? Eun den hen doa daou vab, hag o vond etrezeg ar c’henta, e lavaraz dezhan: Va mab, kea da labourat hirio em gwinien.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

28 Mæs petra e chonget‐hui? un dén en doé deu vab; hag ean e yas de gavouèt er hetan hag e laras dehou: Me mab, quêrhet hinihue de labourat ém huiniêcg.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 21:28
13 Referencias Cruzadas  

Eñ a respontas: Ned in ket, met mont a rin da'm bro, d'al lec'h on bet ganet ennañ.


Ya, emezañ. Pa voe aet en ti, Jezuz a ziarbennas anezhañ hag a lavaras: Petra a gav dit, Simon? Rouaned an douar, digant piv e kemeront an truajoù pe ar gwirioù? Digant o mibien pe digant an diavaezidi?


Rak rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den, ur penn-tiegezh, a yeas er-maez beure mat da c’hoprañ labourerien evit e winieg.


Neuze e respontjont da Jezuz: N’ouzomp ket. Eñ a lavaras dezho d’e dro: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc’h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.


Eñ a respontas: Ne d-in ket. Goude-se, e teuas keuz dezhañ hag ez eas.


Selaouit ur barabolenn all. Bez’ e oa un den, ur penn-tiegezh, a blantas ur winieg, a reas ur c’harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all.


Lavar deomp eta petra a soñjez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n’eo ket?


Heñvel eo ouzh un den a ya en ur vro all, a lez e di, a ro ar renerezh anezhañ d’e vevelien o reiñ da bep hini e labour, hag a c’hourc’hemenn d’ar porzhier bezañ dihun.


Pe krediñ a rit an triwec’h den a gouezhas tour Siloa warno, o lazhañ anezho, a oa brasoc’h pec’herien eget holl dud Jeruzalem?


Komz a ran deoc’h evel da dud a skiant. Barnit hoc’h-unan ar pezh a lavaran.


Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc’h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc’h anavezout penaos n’eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos