Da biv e vo kelennet an anaoudegezh? Da biv e vo roet da glevout kentelioù da gompren? Da vugale nevez-dizonet, diframmet diouzh ar vronn?
Mazhev 21:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e respontjont da Jezuz: N’ouzomp ket. Eñ a lavaras dezho d’e dro: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc’h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Respont a rejont eta da Jesus: Na ouzomp ket. Ha me, emezhan, na livirin ket deoc’h ken neubeud dre be otorite e ran an traou‐man. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag ind e rescondas hag e laras de Jesus: Ne houyamb quet. Hag ean e laras tehai: Ha mé ne larein quet t’oh a berh pihue e ran quement‐cé. |
Da biv e vo kelennet an anaoudegezh? Da biv e vo roet da glevout kentelioù da gompren? Da vugale nevez-dizonet, diframmet diouzh ar vronn?
Digizidika kalon ar bobl-mañ, pounnera o divskouarn, serr o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na vefent yac'haet.
Lezit anezho, tud dall int o ren tud dall. Mar ren un den dall un den dall all, e kouezhint o-daou er poull.
ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo teñval-ruz. Pilpouzed, c’hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c’hellit ket anavezout sinoù an amzerioù!
Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed.
Petra a soñjit? Un den en doa daou vab. O vont etrezek an hini kentañ, e lavaras dezhañ: Va mab, kae hiziv da labourat em gwinieg.
An den a respontas: Un dra souezhus eo na ouezfec’h ket a-belec’h eo, hag en deus digoret va daoulagad din.
Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek.